Julia Mamaea

Ur pennad Julia zo ivez.
Julia Mamaea, delwenn er Musei Capitolini e Roma.

Julia Avita Mamaea (14 pe 29 Eost goude 180–235) a oa ur vaouez a renk uhel en impalaeriezh roman. Mamm e oa d'an impalaer roman Severus Alexander ha rejantez e voe en e lec'h e Roma en e vugaleaj.

Merc'h e oa d'ur senedour roman, Gaius Julius Avitus Alexianus, ha d'e bried Julia Maesa, a orin sirian o-daou. He mamm a oa merc'h d'ur beleg-meur e templ Elagabal, e kêr Ems, e Siria, ha pinvidik evel ar mor. C'hoar e oa da Julia Soæmias.

Nizez e oa da Julia Domna, a oa dimezet da Septimus Severius, a zeuas da vout impalaer e 193. Pan eas he moereb da Roma da impalaerez ez eas Julia Mamaea d'he heul, gant he mamm hag he c'hoar .

War-dro ar bloaz 200 e timezas d'un den bet konsul, nemet n'ouzer ket e anv, hag a varvas prestik.

En 217, pa voe lazhet he c'henderv, an impalaer Caracalla, hag he moereb Julia Domna prestik goude, e tistroas he mamm Julia Mæsa hag he c'hoar da Ems, ma voe anvet mab Julia Soæmias da veleg-meur an doue Elagabal.

Eno marteze e timezas d'ur magistrad ha marc'heger sirian, Marcus Julius Gessius Marcianus, ha bevañ a reas en Arca (hiriv Tell Arqa, e Liban). Genel a reas ur verc'h, Theoklia, hag ur mab, Marcus Julius Gessius Bassianus Alexianus.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search